|
|
Dégémer mad
Étré en Arvor hag en Argoed, Karnag/Kiberen d’un tu ha kanton Plewinér d’en tu-rall, hur bro-ni, ér mor é Lokoal hag ar en douar é Mendon en em gav é kanton Belz ged Kumuniéh Ria en Intel.
Tost ag en Alré (10 minutenn), a Wened pé ag en Oriant (20 minutenn) é vé kavet én hur humun er memes servijeù hag é vé kavet é kérieù arall ( marhadizion, medesinourion, drammourion, arzourion…)
Hur skolieù, publik ha prévez , e reseù muioh a boar-kant ugent skolaér. Boud éh eus ur bochad kevrédigehieù, muioh mil deù-gant ezel énné d’obér er péh e faot dehé ged plijadur ha begon.
|
|
|
|